Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet enni, ne varvo ket. An aberzhour a enaouo enni koad bep beure, a renko al loskaberzh war an tan hag a lakaio da vogediñ lard an aberzhoù a drugarekadennoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 6:12
14 Iomraidhean Croise  

prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.


hag ar c'hambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez' ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet dibaouez, ne varvo ket.


Ro an urzh-mañ da Aaron ha d’e vibien o lavarout: Setu lezenn al loskaberzh: Al loskaberzh a chomo war oaled an aoter e-pad an noz betek ar beure hag an tan a vo dalc’het enaouet enni.


An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.


met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan