Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.
Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.