Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .
An holl aour a oa implijet evit al labour, en holl labourioù ar santual, hag a oa aour ar profoù, a oa nav zalant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl, hervez sikl ar santual.
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
Ar re da zasprenañ a vo dasprenet adalek an oad eus ur miz hervez da brizadur, pemp sikl arc'hant, hervez sikl ar santual a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g).
a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,