Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 27:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Pa santelaio unan bennak evit an AOTROU ur park en devo prenet ha na vefe ket eus parkeier e berc’henniezh,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 27:22
5 Iomraidhean Croise  

Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.


Pa santelaio unan bennak e di evit bezañ santel evit an AOTROU, an aberzhour a raio ar prizadur hervez ma vo mat pe fall; ar prizadur a chomo hini an aberzhour.


Hag ar park-se, pa’z aio er-maez d’ar jubile, a vo santelaet evit an AOTROU evel ur park lakaet da verz: ar berc’henniezh anezhañ a vo d’an aberzhour.


an aberzhour a gonto talvoudegezh da brizadur betek bloaz ar jubile, hag e paeo an deiz-se da brizadur; santelaet e vo evit an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan