Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.
Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.
Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d'ar broadoù, ha c'hwi a werzhfe hoc'h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout.
Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.
Mar deu da vreur da vezañ paour hag ez a e draoù war fallaat en da gichen, e sikouri anezhañ, ha pa vefe un diavaeziad pe un ostiziad, evit ma vevo en da gichen.
Pa zeuio un diavaeziad pe an hini o chom ganit da vezañ pinvidik, hag e teuio da vreur da vezañ paour en e gichen hag en em werzho d’an diavaeziad pe d’an hini a zo o chom ganit pe d’un diskennad eus an diavaeziad,