Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Mar deu da vreur da vezañ paour en da gichen hag en em werzh dit, ne lakai ket anezhañ da labourat evel ur sklavour.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:39
16 Iomraidhean Croise  

Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.


Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.


Ha bremañ e fell deoc'h lakaat da servijerien ha da servijerezed deoc'h bugale Juda ha Jeruzalem. Ha n'oc'h ket c'hwi, dreist-holl, ar re a zo kablus e-keñver an AOTROU ho Toue?


Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.


hag e lakajont o buhez da vezañ c'hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d'ober gant krizderi.


Mar prenez ur sklav hebreat, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, met d'ar seizhvet ez aio kuit frank hep reiñ netra.


mard oa savet an heol warnañ, kablus e vo a vuntrerezh. Al laer a zaskoro eta, ma n'en deus ket a beadra, e vo gwerzhet evit e laeroñsi.


Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


Hag en deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e vruzunin e yev diwar da c'houzoug hag e torrin da ereoù, ha ne vi ken sujet d'an diavaezidi.


A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,


evit ma kasje kuit frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, Hebread pe Hebreadez, ha ma ne lakaje den da sklav e vreur Yuzev.


O lezel a reot da hêrezh d’ho pugale war ho lerc’h, hag e resevint anezho evel perc’henniezh; bez’ e vint ho sklavourien da viken. Met diwar-benn ho preudeur, mibien Israel, n’en em vestroniot ket gant ruster an eil egile.


Dre ma n’en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d’e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan