Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.
Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.
ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ.
a zistro e zorn diouzh ar paour, na gemer ket kampi nag en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a vir va barnedigezhioù hag a gerzh hervez va reolennoù, an den-se ne varvo ket en abeg da zireizhder e dad, a-dra-sur e vevo.
na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant wirionez etre un den hag unan all,
degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.