27 e konto ar bloavezhioù abaoe ar werzh hag e roio an dreistad d’an den en deus gwerzhet dezhañ, hag e tistroio en e berc’henniezh.
Hervez ma vo muioc’h a vloavezhioù e kreski ar priz, hervez ma vo nebeutoc’h a vloavezhioù e vihanai ar priz, rak niver an eostoù eo a werzh dit.
En holl vro a vo deoc’h e lakaiot un daspren evit an douar.
Ma n’en deus ket un den unan bennak a c’hellfe dasprenañ, ha mar dastum e-unan peadra d’ober e zaspren,
e eontr pe ur mab d’e eontr pe unan eus e gerent nesañ a c’hello e zasprenañ, pe e c’hello en em zasprenañ e-unan mar dastum peadra d’henn ober.
Mar santela e bark goude ar jubile, an aberzhour a raio ar prizadur hervez an niver a vloavezhioù a chomo betek ar jubile, hag e vo tennet un tamm eus da brizadur.