Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:25
14 Iomraidhean Croise  

En holl vro a vo deoc’h e lakaiot un daspren evit an douar.


Ma n’en deus ket un den unan bennak a c’hellfe dasprenañ, ha mar dastum e-unan peadra d’ober e zaspren,


Pa zeuio un diavaeziad pe an hini o chom ganit da vezañ pinvidik, hag e teuio da vreur da vezañ paour en e gichen hag en em werzho d’an diavaeziad pe d’an hini a zo o chom ganit pe d’un diskennad eus an diavaeziad,


Pa santelaio unan bennak evit an AOTROU ur park en devo prenet ha na vefe ket eus parkeier e berc’henniezh,


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.


Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.


Ar Boaz-se, ma'z out bet gant e vitizhien, ha n'eo ket kar deomp? Setu e wento en noz-mañ an heiz a zo en e leur.


Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ.


Hag e lavaras d'an hini a c'helle dasprenañ: Naomi a zo addeuet eus maezioù Moab, ha lakaet he deus da werzhañ al lodenn bark a oa da Elimilek hor breur.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan