Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:23
22 Iomraidhean Croise  

Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon.


Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.


Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.


Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoù. Hon deizioù war an douar a zo evel ar skeud, ha n'eus esperañs ebet.


me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag e rin dezhañ bezañ ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Diavaeziad on war an douar, na guzh ket da c'hourc'hemennoù ouzhin!


Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.


Pa gastizez an den en ur c'hourdrouz anezhañ evit e bec'hed, e kuzumez evel an tagn ar pezh a zo priziusañ dezhañ. Ya pep den n'eo nemet c'hwez!  Ehan


AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù.


D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.


Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.


Houmañ a c'hanas dezhañ ur mab, a c'halvas Gershom rak, emezañ, emaon o chom en ur vro estren.


Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!


Ne werzhint ha ne eskemmint netra diouti, frouezh kentañ ar vro ne vint ket douget eno, rak un dra santel eo evit an AOTROU.


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


An AOTROU a zo gwarizius evit e vro, ha trugarezus e-keñver e bobl.


e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.


Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


En holl vro a vo deoc’h e lakaiot un daspren evit an douar.


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan