Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:21
13 Iomraidhean Croise  

Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.


An douar a roas gant fonnder e-pad ar seizh bloavezh a leunder.


Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken.


Gwelit penaos an AOTROU en deus roet deoc'h ar sabad, setu perak e ro deoc'h er c'hwec'hvet devezh bara evit daou zevezh. Ra chomo pep hini ac'hanoc'h eta en e lec'h ha ra ned aio den er-maez eus e lec'h ar seizhvet devezh.


Met d'ar c'hwec'hvet deiz, e fichint ar pezh o devo degaset hag e vo an daougementad eus ar pezh a zastumint bep devezh.


Bennozh an AOTROU eo a binvidika, ha n'eus ket muioc'h a boan ganti.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


met ar seizhvet bloaz a vo sabad an diskuizh d’an douar, ur sabad evit an AOTROU; ne hadi ket da bark, ne droc’hi ket da winieg,


Sabad an douar a vo ho poued, dit, da’z servijer, da’z matezh, da’z tevezhour, d’an diavaeziad a zo o chom ganit,


Hogen an hini a ro an had d’an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder


Benniget e vi e kêr ha benniget e vi war ar maez.


An AOTROU a c'hourc'hemenno d'ar vennozh bezañ warnout ez solieroù hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vennigo ac'hanout er vro a ro dit an AOTROU da Zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan