Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ar vro a roio e frouezh, ho kwalc’h a zebrot hag e chomot e surentez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:19
17 Iomraidhean Croise  

Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.


Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a sello diouzh an neñvoù.


Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezañ spontet gant droug ebet.


Mar fell deoc'h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,


Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.


Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegañs an naonegezh e-touez ar broadoù.


Al leurioù a vo leun a winizh, hag ar beolioù a fenno a win hag a eoul.


Debriñ a reot hag ho po ho kwalc'h, hag e veulot anv an AOTROU ho Toue, en devo graet en ho keñver traoù burzhudus. Ha va fobl ne vo biken mezhek.


Ober a reot hervez va reolennoù, mirout a reot va barnedigezhioù hag e reot hervezo, hag e chomot e surentez er vro.


Hag e lavarot: Petra a zebrimp er seizhvet bloaz, ma ne hadomp ket ha ma ne zastumomp ket hon eost?


me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,


dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro;


me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;


Tremen a reot ar Jordan hag e chomot er vro a ro an AOTROU ho Toue da hêrezh deoc'h. Hag ho po diskuizh diouzh hoc'h holl enebourien tro-war-dro, hag e chomot e surentez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan