Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ober a reot hervez va reolennoù, mirout a reot va barnedigezhioù hag e reot hervezo, hag e chomot e surentez er vro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:18
20 Iomraidhean Croise  

Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


evit a re a vir e emglev, hag o devez soñj eus e c'hourc'hemennoù evit sentiñ outo.


Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.


Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezañ spontet gant droug ebet.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,


En deizioù-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet ar vro da vezañ ur glac'har hag ur gouelec'h, en abeg d'an holl draoù euzhus o deus graet.


Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.


Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU.


Ar vro a roio e frouezh, ho kwalc’h a zebrot hag e chomot e surentez.


Tremen a reot ar Jordan hag e chomot er vro a ro an AOTROU ho Toue da hêrezh deoc'h. Hag ho po diskuizh diouzh hoc'h holl enebourien tro-war-dro, hag e chomot e surentez.


Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan