Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 25:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 25:17
32 Iomraidhean Croise  

Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.


Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.


Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?


D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan!


Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.


Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.


Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?


Kemennadurioù an AOTROU a zo eeun, laouenaat a reont ar galon. Gourc'hemenn an AOTROU a zo glan, sklêrijennañ a ra an daoulagad.


Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket.


Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.


Na ziwisk ket ar paour dre ma'z eo paour, ha na wask ket an ezhommeg ouzh da zor,


An AOTROU a zeuio da varn henaourien e bobl hag o friñsed, rak c'hwi eo hag o deus lonket ar winienn! Diwisk ar paour a zo en ho tiez.


Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.


Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.


Ne villigi ket un den bouzar ha ne lakai netra risklus dirak un den dall, rak e touji da Zoue. Me eo an AOTROU.


Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.


Mar gwerzhit d’ho nesañ pe mar prenit digant ho nesañ, ne raio hini ac’hanoc’h gaou ouzh unan all.


Ne denni dioutañ na kampi na uzurerezh, doujañ a ri da Zoue, ha da vreur a vevo en da gichen.


Ne vestrogni ket anezhañ gant ruster, doujañ a ri da Zoue.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.


Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.


met penaos e pep broad an hini a zouj anezhañ hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantañ.


Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.


Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,


n’emañ ket doujañs Doue dirak o daoulagad.


penaos e teuas a-ziarbenn dit war an hent hep doujañ Doue, o vec'hiañ ac'hanout war da lerc'h hag o pilat da holl re wan, pa oas da-unan dinerzh ha skuizh.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Doujit hepken an AOTROU ha servijit-eñ e gwirionez hag a holl galon, rak gwelit an traoù bras en deus graet en ho keñver.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan