Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 24:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 24:9
17 Iomraidhean Croise  

E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.


Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.


Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Mab ur vaouez Israelat, hag a oa mab d’un den Ejipsian, a zeuas er-maez e-kreiz mibien Israel. Ha mab ar vaouez Israelat-se en em gannas er c’hamp gant un den Israelat.


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.


Ro an urzh-mañ da Aaron ha d’e vibien o lavarout: Setu lezenn al loskaberzh: Al loskaberzh a chomo war oaled an aoter e-pad an noz betek ar beure hag an tan a vo dalc’het enaouet enni.


ha dastum ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv.


Moizez a lavaras da Aaron ha d’e vibien: Lakait da boazhañ ar c’hig ouzh digor teltenn an engalv hag e tebrot anezhañ eno gant ar bara a zo e paner ar gouestladur, evel ma em eus henn gourc’hemennet en ur lavarout: Aaron hag e vibien en debro.


Met c'hwi a zisakr anezhañ pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutañ a zo ur boued disprizus.


penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?


penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?


Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d’ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d’ar veleien hepken?


An aberzhour a roas dezhañ eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoù a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU , evit lakaat eno baraoù tomm en deiz ma oant dilamet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan