Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 23:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Gant ar baraoù, e kinnigot seizh oan disi eus ur bloaz, ur c’hole yaouank ha daou dourz; bez’ e vint ul loskaberzh d’an AOTROU gant an donezon hag an evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 23:18
8 Iomraidhean Croise  

Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.


Kinnig a reot ur bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, ha daou oan eus ur bloaz evit an aberzh a drugarekadennoù.


Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan