Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ne zebro ket ul loen marv pe diframmet evit chom hep bezañ dic’hlan. Me eo an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 22:8
8 Iomraidhean Croise  

Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din.


C'hwi a vo tud santel din. Ne zebrot ket a gig drailhet er parkeier, e deurel a reot d'ar chas.


Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.


An aberzhourien ne zebrint ket ar c'hig eus ul loen marvet anezhañ e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.


Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.


Lard ul loen marv pe lard ul loen diframmet a c’hello servijañ da implijoù a bep seurt, met n’en debrot ket.


Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan