5 pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.
Al loened all o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, a vo un euzhusted evidoc’h.
Ar vaouez he devo ur berad, ur berad gwad eus he c’hig, a vo en he saotradur e-pad seizh devezh. Piv bennak a stoko outi a vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh kig an hini en deus ar berad, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;
Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.