Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 skuilhañ a ri eoul warno, hag e lakai ivez ezañs enno; un donezon e vo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 2:15
7 Iomraidhean Croise  

bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.


An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


Mar rez d’an AOTROU ur prof e donezon a frouezh kentañ, e kinnigi evel donezon a frouezh kentañ tañvouezennoù rostet en tan ha friket;


An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.


an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan