Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 19:9
9 Iomraidhean Croise  

Ne zañvouesai ket bordoù da winieg ha ne zastumi ket ar greun kouezhet. O lezel a ri evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.


An hini a zebro dioutañ a zougo e zireizhder, rak en devo disakret ar pezh a zo santelaet evit an AOTROU; an den-se a vo lamet eus e bobl.


Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc’h ha ma reot an eost enni, e tegasot d’an aberzhour ur feskenn eus frouezh kentañ hoc’h eost.


Pa reot an eost en ho pro, ne echui ket da vediñ penn da bark ha ne zastumi ket ar pezh a vo manet da zañvouesa en da eost. Lezel a ri kement-se evit ar paour hag evit an diavaeziad. Me eo an AOTROU ho Toue.


Pep den n’en em izelaio ket en deiz-se a vo lamet eus e bobl.


Neuze e savas da dañvouezañ. Boaz a roas an urzh-mañ d'ar baotred yaouank: Ra dañvouezo etre an dremmen zoken, ha na zizarbennit ket anezhi,


Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!


Boaz a lavaras da Rud: Selaou va merc'h, n'a ket da dañvouezañ en ur park all, ha na bella ket zoken ac'hann, met chom amañ gant va mitizhien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan