Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 18:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ar re holl a raio unan bennak eus an traoù euzhus-se a vo lamet eus o fobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 18:29
9 Iomraidhean Croise  

E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.


An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl.


Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,


Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.


Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.


met un den dic’hlan hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.


An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.


An AOTROU a lamo kuit eus teltennoù Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan