Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 16:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 16:33
8 Iomraidhean Croise  

Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, e kemeri ur c'hole yaouank disi, evit glanaat ar santual.


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh. Lazhañ a raio e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ.


Evel-se e raio an dic’haou evit al lec’h santel en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel hag en abeg d’o disentidigezh en o holl bec’hedoù. Ober a raio en hevelep doare evit teltenn an engalv a chom ganto e-touez o dic’hlanderioù.


Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.


Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan