Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 16:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 An aberzhour olevet, gouestlet evit ar servij evel aberzhour war-lerc’h e dad, eo an hini a raio an dic’haou. Gwiskañ a raio an dilhadoù lin, ar gwiskamantoù santel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 16:32
8 Iomraidhean Croise  

Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.


An dic’haou a raio evit ar santual santel, an dic’haou a raio evit teltenn an engalv hag evit an aoter, an dic’haou a raio evit an aberzhourien hag evit holl bobl ar vodadenn.


Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.


An aberzhour olevet a zegaso eus gwad ar c’hole e teltenn an engalv;


mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.


An aberzhour olevet a gemero eus gwad ar c’hole hag en degaso e teltenn an engalv;


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan