Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 16:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 En deiz-se e vo graet an dic’haou evidoc’h, evit ho klanaat; glanaet e viot eus hoc’h holl pec’hedoù dirak an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 16:30
12 Iomraidhean Croise  

Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma laouenaio an eskern ac'h eus bruzunet.


Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.


Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed.


Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.


D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.


Ne reot labour ebet en deiz-se, rak deiz-pardon e vo, graet e vo an dic’haou evidoc’h dirak an AOTROU ho Toue.


evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc’hadenn en dour gant ar ger,


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan