Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.
an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.
Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel el lec’h distro.
Ur reolenn beurbadus e vo evito. An hini a raio sparfadur eus an dour a zisparti a ganno e zilhad, hag an hini a stoko ouzh an dour a zisparti a vo dic'hlan betek an noz.