Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 16:2
26 Iomraidhean Croise  

Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.


An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.


An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennañ evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti Doue.


Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Lakaat a raio an ezañs war an tan dirak an AOTROU, evit ma c’holoio mogedenn an ezañs al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ha ne varvo ket.


Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.


Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.


Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.


Kement-mañ a reot evit ma vevint ha na varvint ket pa dostaint ouzh sant ar sent: Ra zeuio Aaron hag e vibien evit lakaat pep hini d'e servij ha d'e garg,


Pa yelo ar c'hamp kuit, Aaron hag e vibien a zeuio da ziskenn ar ouel-warez, hag e c'holoint ganti arc'h an Testeni;


Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,


Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,


nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma’z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n’eo ket e hini,


En tu all d’an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,


Dreist an arc’h e oa cherubined ar gloar, o c’holeiñ gant o skeud al lec’h-a-drugarez, ar pezh n’eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.


An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c’halloud. Den ne c’helle mont en templ ken na vije peurc’hraet seizh gouli ar seizh ael.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan