Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 14:8
19 Iomraidhean Croise  

Ar roue Ozia a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro evel un den lovr, rak taolet e voe kuit eus ti an AOTROU. Jotam e vab a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout ar bobl, santela anezho hiziv ha warc'hoazh, ra walc'hint o dilhad.


Moizez a ziskennas eus ar menez da gavout ar bobl. Santelaat a reas ar bobl hag e walc'hjont o dilhad.


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


An aberzhour a ginnigo al loskaberzh hag an donezon war an aoter, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou; hag e vo glan.


D’ar seizhvet deiz e touzo holl vlev e benn, e varv hag e abrantoù, touzañ a raio e holl vlev, kannañ a raio e zilhad, gwalc’hiñ a raio e gorf en dour, hag e vo glan.


Pa vo glanaet an hini en deus ar berad diouzh e verad, e konto seizh devezh evit e c’hlanidigezh; neuze e kanno e zilhad, e walc’ho e gig gant dour bev, hag e vo glan.


Moizez a lakaas Aaron hag e vibien da dostaat, hag e walc’has anezho gant dour.


Mar deu unan bennak da vervel a-daol-trumm en e gichen ha da saotrañ penn e engouestl, e touzo e benn da zeiz e c'hlanidigezh, e touzo anezhañ d'ar seizhvet deiz.


Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.


e kasi anezhi e-barzh da di. Houmañ a douzo he fenn hag a ficho hec'h ivinoù,


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan