Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 14:57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

57 evit reiñ anaoudegezh eus an dra dic’hlan hag eus an dra glan. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al lorgnez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 14:57
7 Iomraidhean Croise  

Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.


Hag e kelennint da'm fobl an diforc'h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic'hlan diouzh ar glan.


evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,


Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.


diwar-benn ar yoc’hennoù, an darouedennoù hag an tarchoù,


An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:


Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan