An aberzhour a c’hourc’hemenno goullonderiñ an ti a-raok ma’z aio an aberzhour ennañ da welout ar gouli, evit na vo ket dic’hlan kement a vo en ti; goude-se ez aio an aberzhour da welout an ti.
Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.
Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.