Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 13:6
23 Iomraidhean Croise  

mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,


selaou eus an neñvoù o fedenn hag o goulenn, ha gra reizhder dezho.


Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho.


Piv a c'hell lavarout: Glanaet em eus va c'halon, naet on eus va fec'hed?


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz. Dic’hlan e vint evidoc’h.


an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


Pa en devo un den war groc’hen e gorf ur yoc’henn, un darouedenn pe un tarch gwenn, a vo war groc’hen e gorf evel ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout Aaron an aberzhour, pe da gavout unan eus e vibien an aberzhourien.


An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar kav dezhañ eo ar gouli paouezet ha n’eo ket ar gouli astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh.


Mar d-eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen goude m’en devo sellet an aberzhour outañ evit e zisklêriañ glan, an aberzhour a sello outañ un eil gwech.


An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.


Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Int a zo en em vreinet, ur vezh eo! E vibien a zo ur rummad diroll ha fall.


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan