Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 13:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

52 Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra bennak a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 13:52
10 Iomraidhean Croise  

Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!


Pa gouezho ur pezh bennak e-barzh ul lestr-pri bennak, al lestr a vo dic’hlan hag e torrot anezhañ.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan; ar forn hag an oaled a vo distrujet, dic’hlan ez int ha dic’hlan e vint evidoc’h.


Pa vo ur gouli lorgnez war un dilhad, war un dilhad gloan pe war un dilhad lin,


e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen,


Sellout a raio ouzh ar gouli d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo ar gouli astennet war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war ar c’hroc’hen pe war un dra bennak graet gant kroc’hen, ur gouli a lorgnez wriziennet eo, dic’hlan eo.


Pa sello an aberzhour, ma n’eo ket astennet ar gouli war an dilhad pe er steuñvenn pe en anneuenn pe war an dra bennak a groc’hen,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan