Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 13:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Pa en devo ur gwaz pe ur vaouez ur gouli er penn pe er barv,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 13:29
19 Iomraidhean Croise  

Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.


mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,


mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini e c'houli pe e c'hlac'har hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mañ,


Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret.


Holl int en em gollet, en em huduraet int holl asambles, n'eus den hag a rafe ar mad, n'eus ket unan.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Ha te, mab an den, kemer ur c'hleze lemm, ha kemer ivez un aotenn varver a dremeni war da benn ha war da varv. Hag e kemeri ur valañs da bouezañ, hag e lodenni ar pezh az po troc'het.


Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen hag a zo deuet da vezañ teñvaloc’h, yoc’henn an devad eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, rak kleizhenn an devad eo.


an aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ennañ blev melen ha dister, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. An tagn eo, lorgnez ar penn pe ar barv.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan