Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 13:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 13:25
7 Iomraidhean Croise  

Lorgnez Naaman a stago ouzhit hag ouzh da lignez da viken. Gehazi a yeas kuit a-zirazañ, gwenn gant al lorgnez evel erc'h.


An AOTROU a lavaras c'hoazh: Laka da zorn ez pruched. Lakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e zorn a oa lovr, gwenn evel erc'h.


Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e c’hig un devad graet gant an tan, ha ma vo, e merk an devad, un tarch gwenn-rous pe wenn,


Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh.


Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.


hag ar goabrenn en em dennas a-ziwar an deltenn. Ha setu, Mari a oa lovr, gwenn evel an erc'h. Aaron a droas ouzh Mari, ha setu, e oa lovr.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan