Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Leviegezh 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Henn debriñ a reot el lec’h santel, da zroed eo ha droed da vibien diwar ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, rak kement-se a zo bet gourc’hemennet din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Leviegezh 10:13
7 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.


Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.


Ar bruched hejet evel ur prof hag ar skoaz kinniget evel prof savet a zebrot en ul lec’h glan, te, da vibien ha da verc’hed ganit, rak roet int deoc’h evel da zroed ha droed da vibien diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.


Debriñ a reot an traoù santel-meurbet; pep paotr a zebro diouto, santel e vint.


An traoù santelaet a ginnigo pep hini, ar pezh a roio pep hini d'an aberzhour, a vo dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan