3 Kaset he deus he mitizhien; eus lein lec'hioù uhel kêr e kri:
Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.
Azezañ a ra war dreuz he zi, war ur gador e lec'hioù uhel kêr,
Ra zeuio amañ an hini a zo eeun! Hag e lavar d'an hini a zo dibourvez a skiant:
It eta er c’hroazhentoù ha galvit d’an eured ar re holl a gavot.
Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d’ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.
Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat!