3 Tost d'an dorioù, ouzh antre kêr, e penn ar straedoù, emañ o krial:
Pa'z aen er-maez etrezek dor kêr, e lakaen kempenn din ur gador war al leurenn.
youc'hal a ra er c'hroashentoù m'en em vod an dud enno, ouzh toull an dorojoù; e kêr e lavar he gerioù:
O tudoù, e huchan deoc'h! Va mouezh a zo evit mibien an dud.
It eta er c’hroazhentoù ha galvit d’an eured ar re holl a gavot.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
It, en em zalc’hit e-barzh an templ ha disklêriit d’ar bobl holl c’herioù ar vuhez-mañ.