Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Krennlavarioù 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Va mab, mir va gerioù, ha dalc'h ganit va gourc'hemennoù,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Krennlavarioù 7:1
16 Iomraidhean Croise  

Resev al lezenn eus e c'henoù, ha laka e c'herioù ez kalon.


Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,


Ar furien a vir an anaoudegezh en armerzh, met genoù an diskiant a zo un distruj tost.


Va mab, n'ankounac'ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc'hemennoù,


ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho ez kalon,


He zreid a genred d'ar marv, he c'hammedoù a gas da lec'h ar marv,


Va mab, mir gourc'hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm.


ne lakaio evezh ouzh dic'haou ebet, ha ne gemero netra zoken pa greskfes an donezonoù.


Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc’h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


ar vallozh ma ne sentit ket ouzh gourc'hemennoù an AOTROU ho Toue ha ma tistroit eus an hent a gemennan deoc'h hiziv, evit mont war-lerc'h doueoù all n'hoc'h eus ket anavezet.


Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.


met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan