2 evit ma talc'hi ar preder, ha ma viro da vuzelloù an anaoudegezh.
Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c'henoù.
Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.
Va genoù a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioù, rak n'anavezan ket an niver anezho.
Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.
Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù.
Muzelloù ar fur a had an anaoudegezh, met n'eo ket evel-se gant kalon ar sodien.
Kalon an den fur a gelenn e c'henoù, hag a laka deskoni war e vuzelloù.
Bez' ez eus aour ha kalz a berlez, met ar muzelloù fur a zo un dra brizius.
Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,
Da vuzelloù, va fried, a zever sun-gad. Dindan da deod emañ mel ha laezh, ha c'hwezh da zilhad a zo evel c'hwezh al Liban.