9 grasoù a zastumo en-dro da'z penn, hag e roio dit ur gurunenn a c'hloar.
Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù.
rak ez int grasoù dastumet en-dro da'z penn, ha kelc'hennoù da'z kouzoug.
Ar re eeun a berc'henn ar sotoni, met ar re boellek a zo kurunet a anaoudegezh.
Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.
hag e vint buhez evit da ene, hag ur brageriz evit da c'houzoug.
Selaou, va mab, degemer va gerioù, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket.
En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.