4 hag e kavi madelezh hag intent mat dirak daoulagad Doue hag an dud.
Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.
Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.
An den mat a denn warnañ grad-vat an AOTROU, met Doue a gondaono an den a soñjoù gwidreüs.
Ur meiz yac'h a ro gras, met hent an douellerien a zo kalet.
Rak an hini am c'hav a gav ar vuhez, hag en devo grad-vat an AOTROU,
Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi.
Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.
o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d’an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.
An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.
o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.
An AOTROU a weladennas Anna, a goñsevas hag a c'hanas tri mab ha div verc'h. Ha Samuel yaouank a greske e-kichen an AOTROU .
Ha Samuel yaouank a greske hag a blije d'an AOTROU ha d'an dud.