Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Krennlavarioù 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ra ne zilezo ket ac'hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c'houzoug, skriv anezho war daolenn da galon,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Krennlavarioù 3:3
23 Iomraidhean Croise  

Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amañ hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!


Dalc'het em eus da c'her em c'halon, evit na bec'hin ket en da enep.


Holl wenodennoù an AOTROU n'int nemet madelezh ha lealded evit ar re a vir e emglev hag e destenioù.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Kement-se a vo dit evel un arouez war da zorn hag evel un eñvor etre da zaoulagad, evit ma vo lezenn an AOTROU ez kenoù, rak an AOTROU en deus da dennet gant un dorn kreñv eus an Ejipt.


An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU , an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,


rak ez int grasoù dastumet en-dro da'z penn, ha kelc'hennoù da'z kouzoug.


Ar re a ijin an droug, ha ne ziheñchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad.


Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.


Ar vadelezh hag ar wirionez a vir ar roue, e dron a zo harpet war ar vadelezh.


Dalc'h anezho bepred ereet war da galon, stag anezho ouzh da c'houzoug.


stag anezho ouzh da vizied, skriv anezho war daolenn da galon.


Pec'hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c'halonoù ha war gerniel o aoterioù.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Lezenn ar wirionez a oa en e c'henoù, ha n'eus ket bet kavet a zireizhder war e vuzelloù. Kerzhet en deus ganin er peoc'h hag en eeunder, ha distroet en deus kalz diouzh o direizhder.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Anat mat eo penaos ez oc’h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoù maen met war daolennoù kig, war re ar galon.


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


hag ec'h erei anezho evel un arouez war da zorn, hag e vint evel talgenoù etre da zaoulagad;


Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c’halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c’hoazh:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan