2 rak deizioù hir ha bloavezhioù a vuhez, ha peoc'h ivez a zegasint dit.
Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.
Mont a ri darev er bez, evel ur malan ed a zouger en e amzer.
Ur peoc'h bras a zo evit ar re a gar da lezenn, ha netra ne c'hell o diskar.
hag e weli mibien da vibien. Ra vo ar peoc'h war Israel!
Diaraoget ec'h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.
E leuniañ a rin a zeizioù hir, hag e tiskouezin dezhañ va dieubidigezh.
Doujañs an AOTROU a gresk an deizioù, met bloavezhioù ar re zrouk a vo lamet kuit.
Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.
Selaou, va mab, degemer va gerioù, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket.
e kelenne ac'hanon hag e lavare din: Ra zalc'ho da galon va c'homzoù, mir va gourc'hemennoù, hag e vevi,
Rak drezon eo e vo da zeizioù liesaet, ha bloavezhioù da vuhez a vo kresket.
Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
evit ma vo kresket ho teizioù ha deizioù ho mibien war an douar en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, kement ha deizioù an neñvoù a-us d'an douar.
Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.