Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Krennlavarioù 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Va mab, n'ankounac'ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc'hemennoù,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Krennlavarioù 3:1
31 Iomraidhean Croise  

Dalc'het em eus da c'her em c'halon, evit na bec'hin ket en da enep.


Sell ouzh va glac'har, ha va dieub, rak ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn.


Kavout a rin va flijadur ez reolennoù, ha n'ankounac'hain ket da gomzoù.


Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.


Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.


Stignoù ar re zrouk a oa en-dro din, ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn.


Biken n'ankounac'hain da gemennadurioù, rak drezo eo ec'h eus roet ar vuhez din.


E leuniañ a rin a zeizioù hir, hag e tiskouezin dezhañ va dieubidigezh.


hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù.


Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,


Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.


Va mab, mar degemerez va gerioù, ha mar mirez ganit va gourc'hemennoù,


Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù.


gant aon na evfent, n'ankounac'hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c'hlac'haret.


rak alioù mat a roan deoc'h; na zilezit ket va lezenn.


ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho ez kalon,


degemer ar furnez, degemer ar poell, n'ankounac'ha ket kement-se, ha na zistro ket eus gerioù va genoù,


Ar furnez, ha ne huch ket? Hag ar meiz, ha ne ro ket he mouezh da glevout?


Ar furnez he deus savet he zi, kizellet he seizh peul,


Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.


Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.


Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.


Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioù war an douar a berc'hennot.


Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag e reot diouto, evit ma vevot ha ma kreskot, ha ma'z eot da berc'hennañ ar vro en doa touet an AOTROU d'ho tadoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan