Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Krennlavarioù 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Neuze ec'h anavezi ar reizhder, ar varnedigezh, an eeunder, pep hent mat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Krennlavarioù 2:9
16 Iomraidhean Croise  

Da gomz a zo ul lamp da'm zreid, hag ur sklêrijenn war va hent.


Tremenet em eus e furnez e-biou d'an holl re o deus va c'helennet, rak e prederian war da destenioù.


Piv eo an den a zouj an AOTROU? Kelenn a raio dezhañ an hent en deus da zibab.


Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.


Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.


Pa gerzhi, da gammedoù ne vint ket diaezet, ha pa redi, ne streboti ket.


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoù ar varnedigezh,


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan