Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se.
Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.