3 mar galvez ar poell, ha mar savez da vouezh etrezek ar meiz,
Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.
Me eo da servijer, ro din da vezañ meizek, hag ec'h anavezin da destenioù.
AOTROU, ra zeuio va c'hriadenn dirazout! Ro din da vezañ meizek hervez da gomz.
Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.
Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro din da vezañ meizek, hag e teskin da c'hourc'hemennoù.
e doare ma lakai da zivskouarn evezhiek ouzh ar furnez, ha ma stouez da galon etrezek ar meiz,
mar goulennez anezhañ evel an arc'hant, ha mar klaskez anezhañ gant evezh evel un teñzor,
anavez-eñ ez holl hentoù, hag e reno da wenodennoù.
Mibien, selaouit ar gelennadurezh eus un tad, ha bezit evezhiek evit anavezout ar poell,
Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.