Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.
Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,
Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.