3 Lealded an dud eeun a reno anezho, met fallentez ar re zrouk o distrujo.
Ra viro an onestiz hag ar reizhder ac'hanon, rak emaon en gortoz ac'hanout!
Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak kerzhout a ran er wirionez, va fiziañs a lakaan en AOTROU, ne vrañsellan ket.
Reizhder an den mat a ra eeun e hent, met an hini drouk a gouezho en abeg d'e fallagriezh.
Ar reizhder a vir an hini a gerzh en eeunder, met an drougiezh a ziskaro ar pec'her.
Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.
met ar re zrouk a vo lamet kuit eus an douar, hag an douellerien a vo diframmet diwarnañ.
Laeroñsi ar re zrouk a vo o distruj, rak ne fell ket dezho ober hervez ar varnedigezh.
Daoulagad an AOTROU a ziwall an anaoudegezh, met mezhekaat a ra komzoù an hini disent.
An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutañ evit heuliañ daou hent a gouezho en unan anezho.
Na vez ket drouk dreistmuzul, ha na vez ket diskiant, perak e varvfes a-raok da amzer?
Met ar re zisent hag ar bec'herien a vo distrujet a-unan, hag ar re a zilez an AOTROU a yelo da goll.
Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.