Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.
O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!