Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Krennlavarioù 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 evit reiñ skiant-vat d'an hini eeun, hag anaoudegezh ha preder d'an den yaouank.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Krennlavarioù 1:4
19 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a ziwall ar re vihan, ezhommek e oan hag en deus va saveteet.


Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh.


Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.


Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.


Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.


Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,


Me, ar furnez, a zo o chom gant ar skiant-vat, hag e perc'hennan anaoudegezh ar soñjoù fur.


Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.


Bremañ eta, va mibien, selaouit ac'hanon. Eürus ar re a viro va hentoù!


C'hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c'hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.


Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!


Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.


Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezañ diazez,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan